Murray Schisgal, a zo ur mignon a-gozh din, ouzhpenn 30 vloaz zo, en doa bet soñj kentañ Tootsie : “peseurt mod 'vefes disheñvel ma vijes bet ganet plac'h ?” en doa goullet ganin ur wech bennaket Ne oa ket “penaos 'n em santer pa vezer ur plac'h ?” Pep hini ’n em c’houll… petra ’dalv bezañ eus ar reizh all ? Disheñvel e oa e c'houlenn… Ma vijes-te bet ganet plac'h, peseurt mod 'vijes disheñvel ? Ar penn-kentañ e oa Met re hir 'vije kontañ dre ar munud 'blam 'betra 'oamp bet daou vloavezh o labourat war Tootsie, 'raok kaout ul leurenner memes, mann 'met 'vit skrivañ ha adskrivañ ar skrid-aozań. Met bet 'oan 'ba ti Columbia 'vit goull moneiz gante 'vit un taol-esae pentañ, 'vit gwelet hag-eñ 'c'hallen kaout tres ur plac'h Ma ne oan ket 'vit kaout tres ur plac'h 'vije mat dezhe chom hep ober ar film Goullet o doa petra 'dalveze an dra-se. Santout a raen, ma n'hallen ket bale 'ba New York gwisket 'giz ur plac'h, hep klevet : “Piv eo hemañ treuzwisket ?” pe n'eus forzh petra all : “Peseurt istrogell eo hennezh ?” Ma ne oan ket 'vit ober an dra-se, 'faote ket din ober ar film Ne faote ket din ’tihanfe an arvesterien da grediñ pezh a welfent Ur wech bet graet an taol, ha pa 'm boa gwelet an disoc'h war ar skramm 'oan bet feuket pa ne oan ket koantoc'h 'vit se, ha lâret 'm boa : Bremañ pa 'peus graet ur plac'h diouzhin, grit ur goantenn diouzhin Soñjal 'rae din 'oa dleet din bezañ ur plac'h koant Ma oa ret din bezañ ur plac'h 'faote din bezañ deus ar c'hoantañ Respontet o doa : mat 'vo 'mod-se. ’Vimp ket 'vit ober gwelloc'h D'ar c'houlz-se e oa deut splann din... Bet 'oan 'ba du-mań, ha da ouelań 'n ur gaozeal gant ma gwreg Lâret 'm boa dezhi : “Ret eo din ober ar film-se.” Hi 'doa lâret : “'Blam 'betra ?” Ha me : “'Blam ma soñj din on ur plac'h dedennus pa welan 'c'hanon war ar skramm Ha goût 'ran ma welfen an dudenn-se en ur fest, ne gomzfen ket dezhi, 'blam n'eo ket stummet he c'horf 'vel omp-ni bet stummet da briziań korf ur plac'h evit pediñ 'nezhi da goan.” Ha hi da lâret : “O kontań petra 'maout 'ta ?” Ha me : “Re a verc'hed dedennus-bras 'm eus ket bet graet anaoudegezh gante em buhez 'blam m'eo bet distummet ma spered. 'Vidon-me, n'eo ket bet ur gomedienn, biskoazh