1 00:00:05,688 --> 00:00:09,203 Murray Schisgal, a zo ur mignon a-gozh din, ouzhpenn 30 vloaz zo, 2 00:00:09,563 --> 00:00:12,778 en doa bet soñj kentañ Tootsie : 3 00:00:14,288 --> 00:00:17,731 “peseurt mod 'vefes disheñvel ma vijes bet ganet plac'h ?” 4 00:00:18,271 --> 00:00:20,460 en doa goullet ganin ur wech bennaket 5 00:00:20,460 --> 00:00:23,633 Ne oa ket “penaos 'n em santer pa vezer ur plac'h ?” 6 00:00:23,773 --> 00:00:26,213 Pep hini ’n em c’houll… 7 00:00:26,379 --> 00:00:30,239 petra ’dalv bezañ eus ar reizh all ? 8 00:00:30,893 --> 00:00:32,955 Disheñvel e oa e c'houlenn… 9 00:00:33,325 --> 00:00:38,693 Ma vijes-te bet ganet plac'h, peseurt mod 'vijes disheñvel ? 10 00:00:39,153 --> 00:00:40,925 Ar penn-kentañ e oa 11 00:00:41,045 --> 00:00:43,265 Met re hir 'vije kontañ dre ar munud 12 00:00:43,335 --> 00:00:47,185 'blam 'betra 'oamp bet daou vloavezh o labourat war Tootsie, 13 00:00:47,185 --> 00:00:51,315 'raok kaout ul leurenner memes, mann 'met 'vit skrivañ ha adskrivañ ar skrid-aozań. 14 00:00:51,455 --> 00:00:57,351 Met bet 'oan 'ba ti Columbia 'vit goull moneiz gante 'vit un taol-esae pentañ, 15 00:00:57,761 --> 00:01:00,865 'vit gwelet hag-eñ 'c'hallen kaout tres ur plac'h 16 00:01:00,865 --> 00:01:04,590 Ma ne oan ket 'vit kaout tres ur plac'h 'vije mat dezhe chom hep ober ar film 17 00:01:04,630 --> 00:01:06,370 Goullet o doa petra 'dalveze an dra-se. 18 00:01:06,370 --> 00:01:11,575 Santout a raen, ma n'hallen ket bale 'ba New York 19 00:01:11,575 --> 00:01:17,105 gwisket 'giz ur plac'h, hep klevet : “Piv eo hemañ treuzwisket ?” 20 00:01:17,615 --> 00:01:20,808 pe n'eus forzh petra all : “Peseurt istrogell eo hennezh ?” 21 00:01:21,038 --> 00:01:22,673 Ma ne oan ket 'vit ober an dra-se, 22 00:01:22,673 --> 00:01:24,403 'faote ket din ober ar film 23 00:01:24,403 --> 00:01:29,320 Ne faote ket din ’tihanfe an arvesterien da grediñ pezh a welfent 24 00:01:30,220 --> 00:01:33,288 Ur wech bet graet an taol, ha pa 'm boa gwelet an disoc'h war ar skramm 25 00:01:33,318 --> 00:01:38,558 'oan bet feuket pa ne oan ket koantoc'h 'vit se, ha lâret 'm boa : 26 00:01:38,658 --> 00:01:42,900 Bremañ pa 'peus graet ur plac'h diouzhin, grit ur goantenn diouzhin 27 00:01:43,020 --> 00:01:46,603 Soñjal 'rae din 'oa dleet din bezañ ur plac'h koant 28 00:01:46,663 --> 00:01:49,988 Ma oa ret din bezañ ur plac'h 'faote din bezañ deus ar c'hoantañ 29 00:01:50,098 --> 00:01:57,060 Respontet o doa : mat 'vo 'mod-se. ’Vimp ket 'vit ober gwelloc'h 30 00:01:59,285 --> 00:02:03,403 D'ar c'houlz-se e oa deut splann din... 31 00:02:03,403 --> 00:02:08,866 Bet 'oan 'ba du-mań, ha da ouelań 'n ur gaozeal gant ma gwreg 32 00:02:08,866 --> 00:02:12,473 Lâret 'm boa dezhi : “Ret eo din ober ar film-se.” Hi 'doa lâret : “'Blam 'betra ?” 33 00:02:12,473 --> 00:02:17,110 Ha me : “'Blam ma soñj din on ur plac'h dedennus 34 00:02:17,110 --> 00:02:18,676 pa welan 'c'hanon war ar skramm 35 00:02:18,676 --> 00:02:23,658 Ha goût 'ran ma welfen an dudenn-se en ur fest, ne gomzfen ket dezhi, 36 00:02:23,658 --> 00:02:30,603 'blam n'eo ket stummet he c'horf 'vel omp-ni bet stummet da briziań 37 00:02:30,943 --> 00:02:33,958 korf ur plac'h evit pediñ 'nezhi da goan.” 38 00:02:33,958 --> 00:02:36,103 Ha hi da lâret : “O kontań petra 'maout 'ta ?” 39 00:02:38,403 --> 00:02:42,015 Ha me : “Re a verc'hed dedennus-bras 40 00:02:42,725 --> 00:02:49,255 'm eus ket bet graet anaoudegezh gante em buhez 41 00:02:49,565 --> 00:02:54,218 'blam m'eo bet distummet ma spered. 42 00:03:01,215 --> 00:03:03,470 'Vidon-me, n'eo ket bet ur gomedienn, biskoazh