Murray Schisgal, a zo ur mignon
a-gozh din, ouzhpenn 30 vloaz zo,
en doa bet soñj kentañ Tootsie :
“peseurt mod 'vefes disheñvel
ma vijes bet ganet plac'h ?”
en doa goullet ganin ur wech bennaket
Ne oa ket “penaos 'n em santer
pa vezer ur plac'h ?”
Pep hini ’n em c’houll…
petra ’dalv bezañ eus ar reizh all ?
Disheñvel e oa e c'houlenn…
Ma vijes-te bet ganet plac'h,
peseurt mod 'vijes disheñvel ?
Ar penn-kentañ e oa
Met re hir 'vije kontañ dre ar munud
'blam 'betra 'oamp bet daou vloavezh
o labourat war Tootsie,
'raok kaout ul leurenner memes, mann 'met
'vit skrivañ ha adskrivañ ar skrid-aozań.
Met bet 'oan 'ba ti Columbia 'vit goull
moneiz gante 'vit un taol-esae pentañ,
'vit gwelet hag-eñ 'c'hallen
kaout tres ur plac'h
Ma ne oan ket 'vit kaout tres ur plac'h
'vije mat dezhe chom hep ober ar film
Goullet o doa petra 'dalveze an dra-se.
Santout a raen, ma n'hallen ket
bale 'ba New York
gwisket 'giz ur plac'h, hep klevet :
“Piv eo hemañ treuzwisket ?”
pe n'eus forzh petra all :
“Peseurt istrogell eo hennezh ?”
Ma ne oan ket 'vit ober an dra-se,
'faote ket din ober ar film
Ne faote ket din ’tihanfe an arvesterien
da grediñ pezh a welfent
Ur wech bet graet an taol, ha pa
'm boa gwelet an disoc'h war ar skramm
'oan bet feuket pa ne oan ket koantoc'h
'vit se, ha lâret 'm boa :
Bremañ pa 'peus graet ur plac'h
diouzhin, grit ur goantenn diouzhin
Soñjal 'rae din 'oa dleet din
bezañ ur plac'h koant
Ma oa ret din bezañ ur plac'h 'faote din
bezañ deus ar c'hoantañ
Respontet o doa : mat 'vo 'mod-se.
’Vimp ket 'vit ober gwelloc'h
D'ar c'houlz-se e oa deut splann din...
Bet 'oan 'ba du-mań, ha da ouelań
'n ur gaozeal gant ma gwreg
Lâret 'm boa dezhi : “Ret eo din ober ar film-se.”
Hi 'doa lâret : “'Blam 'betra ?”
Ha me : “'Blam ma soñj din
on ur plac'h dedennus
pa welan 'c'hanon war ar skramm
Ha goût 'ran ma welfen an dudenn-se
en ur fest, ne gomzfen ket dezhi,
'blam n'eo ket stummet he c'horf
'vel omp-ni bet stummet da briziań
korf ur plac'h evit pediñ 'nezhi da goan.”
Ha hi da lâret : “O kontań
petra 'maout 'ta ?”
Ha me : “Re a verc'hed dedennus-bras
'm eus ket bet graet
anaoudegezh gante em buhez
'blam m'eo bet distummet ma spered.
'Vidon-me, n'eo ket bet
ur gomedienn, biskoazh